Dar sadorn 18 a viz even e oa aet izili A-Stroll da skignañ traktoù e kastell ar Roch Ugu evit goulenn e vefe muioch a sikour evit ar Brezhoneg digant kuzul-meur Aodoù an Arvor.
Tro mil trakt zo bet skignet, ha degemeret mat gant an dud. Claudy leBreton prezidant an departamant en deus lavaret da stourmerien ha stourmerezed A-Stroll e pellgomzfe dezhe a-benn studial o choulennoù.Hennezh eo an hini en devoa goulennet digant an tier kêr eus an departamant da lakaat Saozneg en o channadigoù, pa neus tamm plas ebet evit ar Brezhoeg e hini an departamant ! Christian Leprovost atebek war ar sevenadur er chuzul-meur e deus graet kement all. Kement mañ o deus embannet dirak ar gelaouennerien niverus deuet dar Roch Ugu evit digoradur hañvez sevenadurel ar chuzul departamant. Renerien ar chastell o deus embannet int ivez e oant kontant da lakaat brezhoneg war wel war al lech.
Ma seblant laouen izili A-stroll e lavaront e vo ret heuliañ tout se a dost evit ma vefe lakaet e pleustr an holl bromesaoù kaer se.
Sed aze da heul trakt A-Stroll :
Nomp ket chas ! Brezhoneg yezh ofisiel !
Etre ar chas hag an dud , ar yezh an hini eo a ra an diforch. Eus ur vro deben e harz ar chas er memes mod. Pep pobl avat he deus he sevenadur hag he yezh. Ken pouezus eo spered an den hag e gorf ha ken gwazh eo lazhañ e yezh hag e gorf.
Nachet e vez hon gwirioù gant mellad 2 ar vonreizh chall a zo un torfed ofisiel a-enep gwirioù mab-den.
Goude un hir a stourm hor boa lakaet departamant Aodoù an Arvor da ginnig panelloù brezhonek war vord an hentoù. Hag abaoe...da grediñ zo eo deuet politikerezh yezh an departamant da vezañ nemet gortoz ambrougiñ ar charr-kañv.
Goulenn groñs a reomp digant ar chuzul-departamant :
-Ma vo ar brezhoneg par dar galleg e kement tra skrivet er Roch Ugu pe da vrudañ a arvestoù a vo kinniget eno.
-Ma vo degemeret ar Brezhoneg e kannadig ar chuzul departamant « Côtes dArmor ».
-Ma vo bruderezh e Brezhoneg e kement darvoud skoazellet gant ar chuzul-departamant.
-Ma vo degemeret ar Brezhoneg e melestradurezh ar chuzul departamant.
-Ma vo savet ul luskad foran e kenver ar brezhonegerezed hag ar vrezhonegerien evit ma vo lorch enne och ober gant ar yezh koulz er vuhez bemdez evel er vuhez foran. »
| Novembre 2009 | ||||||||||
| L | M | M | J | V | S | D | ||||
| 1 | ||||||||||
| 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | ||||
| 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | ||||
| 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | ||||
| 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | ||||
| 30 | ||||||||||
|
||||||||||
Commentaires