Lundi 20 juin 2005

D'ar 16 a viz ebrel un ugent bennak ezel eus A-Stroll zo deuet d'en em dollpañ dirak kambr an notered e Sant Brieg. Sed aze abalamour da betra o devoa graet kement all:

 

A-Stroll, goude bezañ aozet manifestadeg an 19 a viz C'hwevrer e Boulvriag a-enep da gresk priz al lojeiz, a ziviz kenderc'hel gant ar stourm-se. Kambr departament an notered he deus roet he ali ivez. Kiniget e vez d'ar Vretoned gant he zileuriad kuitaat an arvor hag ar c'hêrioù bras evit mont da vevañ war ar maez da c'hortoz e tigreskfe ar prizioù, ar pezh a ziskouez sklaer e fell d'ar strollad tu-se kenderc'hel da werzhañ douar ar Vretoned d'ar re binvidikañ.                   Kroget eo ar stourm, mont a rimp betek an trec'h.

 

War pevar poent e labourimp :

 

- A-enep ar forc'herezh sokial : Kresk trumm priz al lojeiz e Breizh a grou digevatalded etre an dud. Ar re yaouankañ, ar re baourañ, ha pa vefent o klak feurmiñ pe prenañ, ne c'hellont ket heuliañ al lusk-se nag en em lojañ hervez o c'hoantoù hag o ezhommoù. Krouidigezh ur yalc'had-skoazell (Etablissement Public Foncier) bet raktreset gant ar c'huzul-rannvro a zo ur mennozh mat met seblantout a ra deomp ne c'hello ket bezañ ledan a walc'h, evit abegoù arc'hant dreist-holl. Ar bolitikourien o unan a ziskler ne vo ket, moarvat, kalz arc'hant evit ar yalc'had-se. Evit an abeg-se eo ret kenderc'hel da lakaat ar pouez war ar strolloù-all, paeet gant arc'hant ar Vretoned, evit skoazellañ ar raktres-se.

War an hent-se ha war an ezhommoù a zo e vefe rakprennet tier ha tachennoù e gwerzh, gant ar tier-kêr, dre m'az eo aotreet gant al lezenn, emaomp o vont da labourat.

Tud all e Breizh (e Bro-Wened hag e Kerne) a zo bet e darempred ganeomp evit krouiñ strolladoù-all, ar pezh a roo heklev d'hon stourm.

- A-enep ar forc'herezh lec'hel : Lodennet dizingaloc'h-dizingalañ eo ar boblañs e Breizh abalamour da enkadenn al lojañ. Bevañ war vord ar mor pe er c'herioù bras a zeu da vezañ diaes evit an dud o deus goproù etre. Ret e vez d'an dud mont da vevañ en douaroù, e-lec'h ma vez, siwazh, gwan ar servijoù-stad (deskadurezh, doareoù dezougen, yerc'hed, servijoù...) pe ne vez ket anezho a-wechoù zoken.

- A-enep ar forc'herezh e-keñver yezh :Is-prefeti Gwengamp en eus lakaet e plas ur rouedad labourerien-stad a gomz saozneg evit aesaat an darempredoù etre ar saoznegerien hag ar servijoù-stad. Da lavaret eo e teu ar saozneg da gaout ur plas ofisiel er vuhez foran, diwar diviz dileuridi ar stad-c'hall, a nac'h ar gwir-se d'ar brezhoneg, a zo dalc'het er-maez ar vuhez publik.

An dud a stourm evit ar brezhoneg a c'hell gwelet pegen pilpous eo an degouezh-se, dre ma ne vez roet statud ebet d'hon yezh e anv mennad 2 ar vonreizh c'hall. Koulskoude eo bet sañset savet ar mennad 2-se evit gwareziñ ar galleg eus... levezon ar saozneg. Is-prefet Gwengamp en eus dipleget sklaer e oa bet kemeret an diviz-se dre ma oa ar Vreizh-Veuriz nevez-erruet "ur binvidigezh evit Kreiz-Breizh". Ar Vretoned, eo izeloc'h o goproù evit keidenn ar stad-c'hall, n'int ket pinvidik a walc'h evit ma c'hellfe o yezh kaout ur plas er vuhez foran e Breizh, daoust da c'hoantoù ar bobl (gwelet vot a unvouezh ar c'huzul-rannvro a-du evit sevel ur raktres-gwareziñ evit ar brezhoneg). Setu ur gwir demokratel lakaet e pleustr evit ur bern broioù bihan, e pep lec'h e Europa. Ouzhpenn-se, labourerien o tont eus Turkia pe eus Pakistan hag o vevañ e Breizh, n'o deus ket ar memes gwirioù pa 'z eont e darempred gant ar servijoù-stad. Poent eo echuiñ gant an disparti-se etre ar yezhoù.

- A-enep ar forc'herezh politikel : An divroidi o tont eus broioù ezel eus Kumuniezh Europa a c'hell kemer perzh en dilennadegoù lec'hel, bezañ kuzulierien-kêr hag en em ginnig evit an dilennadegoù europat. Daoust da bromesaoù-kaer ar sokialourien, e c'heller gwelet ne vez ket an hevelep gwirioù gant an divroidi o tont eus broioù n'emaint ket e Kumuniezh Europa, zoken evit an dilennadegoù lec'hel.

Gwirioù-keodad kevatal evit an holl eo a c'houlennomp, ha n'ez eus ket da varc'hatañ war ar dra-se.

 

Poent eo kregiñ da stourm war gudenn enkadenn al lojeiz a sell ouzh an holl.

A-gevret e c'hellomp cheñch penn d'ar vazh.

 

Ma fell deoc'h mont e darempred gant A-Stroll : 06 81 05 50 95

 

Par treger-goelou - Publié dans : a-stroll
Ecrire un commentaire - Voir les commentaires - Recommander
Retour à l'accueil

Calendrier

Novembre 2009
L M M J V S D
            1
2 3 4 5 6 7 8
9 10 11 12 13 14 15
16 17 18 19 20 21 22
23 24 25 26 27 28 29
30            
<< < > >>

Recherche

Créer un blog sur over-blog.com - Contact - C.G.U. - Rémunération en droits d'auteur - Signaler un abus