Dimanche 19 juin 2005

D’ar sadorn 15 a viz mae 2005 un hanterkant bennak a dud zo en em dolpet dirak isprefeti Gwengamp diwar galv A-Stroll. Sed aze da heul abalamour da betra o devoa graet kement se :

 

« Da gentañ tout hon devoa c’hoant da drugarekaat ac’hanoc’h evit bezañ deuet hiziv.

 

Mard omp bodet hiziv dirak ur savadur ofisiel gall n’eo ket evit goulenn bruzhun, ober an aluzenn, daoulinañ pe stlejal dirak ar stad zo krog da lazhañ hor yezh abaoe kement a gantvedoù.

A-viskoazh ez eus bet Breizhiz evit sevel o mouezh, evit ma vevfe hor yezh daoust da bep tra, evit krouiñ binvijiñ stourm evit ma vefe komzet, klevet, skrivet, kelennet hor  yezh . Boaz omp gant emzalc’h stad c’hall a embann bezañ kampion bed gwirioù mab-den hag a nac’h deomp gwirioù yezhel anat , gwirioù anavezet d’ur bern pobloù all en Europa.

Mard omp bodet hiziv ez eo evit diskouezh n’omp ket evit asantiñ pilpouserezh ar stad hag a embann n’eus ket tu reiñ plas d’ar Brezhoneg er vuhez foran abalamour da vonnreizh ar frañs ha d’he vellad 2. Plas ebet kenebeut evit yezh ar Gorsiz , hini an Euskariz, pe hini an Oksitaniz hag all hag all evit an hevelep abeg.

 

Ha  ma ne vefe nemet  eus ar gudenn se ?  Met bep bloaz e vez lakaet en arvar an nebeut a draoù bet gounnezet ganimp goude bloavezhioù stourm a-wezhoù.Dalc’homp soñj deus an doare m’eo bet klasket skarzhañ ar Brezhoneg eus al liseoù ha skolajoù publik. Dalc’homp soñj eus stourm kerent skolaj Benac’h, miz zo, evit ma vefe doujet hepken ouzh promesaoù kozh war dazont an hentenn divyezhek. Diasur e  chom dazont ar skolioù Diwan . Skarzhet eo bet ar Brezhoneg eus Skol-Veur Naoned.

N’eo ket ledan plas ar Brezhoneg er mediaoù, pe war vord an hentoù.

 

Pa a oa bet kemmet mellad daou bonnreizh bro-c’hall ez eus bet embannet e oa bet graet kement all a-benn gwareziñ ar galleg eus levezon ar saozneg.

 

Petra ‘ dalvez ofisialisaat ur yezh ? N’eo nemet reiñ binviji ensevenadurel ha lezennel dezhi a-benn gallet dreistvevañ , bevañ o vezañ par d’ar re all.

Ar gwir se a vez roet d’ar saoznegerien nevez deuet da vreizh o prenañ tier, e is-prefeti Gwengamp. Reizhabeget eo bet kement se gant an is-prefed abalamour d’ar fed ma zegas ar saozon pinvidiegezhioù d’ar vro.

 

Kement mañ n’eo ket  hor soñj avat. Kresk priz  an tier er vro a laka Bretoned yaouank en diaesamant evit en em lojañ eo disoc’h kentañ donedigezh niverus gallaoued ha saozon pinvidikoc’h evidomp. Embannet hon eus hor soñj war an afer se dija hag e raimp c’hoazh. Diskoulmmoù a zo evit mestroniañ priz ar marc’had, siwazh ne seblant ket dilennidi ar vro bezañ re chalet gant an afer se.

 

Met gwasoc’h zo ! Dilennidi zo, evel Claudy Le Breton prezidant kuzul-meur an departamant a gred pouezhañ evit embann gant arc’hant ar vretoned pennadoù e saozneg e kannadigoù an tier-kêr ! Kaer hon eus furchal,  gwall stank eo plas ar Brezhoneg er c’helaouennoù se. Hag evel just n’eus tamm Brezhoneg ebet e hini ar c’huzul-meur. Claudy LeBreton na seblant ket bezañ jenet tre gant kement a-ziforc’h.

 

Dilennidi ar vro, bepred kontant evit embann o c’harantez evit ar Brezhoneg n’o deus ket kredet enebiñ ouzh o mistri deus Sant-Brieg pe an is-prefedi.

 

Gwir eo, kuzul rannvro Breizh en deus votet a-unvouezh ur raktres politikerezh yezh. War an dachenn e ro arguzennoù ouzhpenn deomp evit lavaret ez eo tomm kalon ar vretoned ouzh hor yezh vroadel hag evit ma vefe doujet outi hag ouzhimp, ar pezh na vez ket graet e is-prefeti Gwengamp nag er c’huzul meur.

 

Chalusoc’h zo memes tra, seblantout a ra stourmerien ar yezh bezañ strobinellet gant promesoù pennoù bras o c’hador e Roazhon. N’eus ket bet kalz deus oute evit dont ganimp hiziv evit enebiñ ouzh pilpouserezh ar stad. Poent eo cheñch emzalc’h ! Erru eo poent adkavout hent ar stourm !

 

Sur omp zo e-touesk ar Saozon ha gallaoued deut da vreizh tud a gav direizh emzalc’h pilpous ar stad en hor c’henver, petra a c’hortozont eta evit dont ganimp ?

 

N’eo ket dreist-gwirioù a c’houlomp, met an ingalded ! Ar memes gwirioù evit an holl !

Evit ar Vretoned, ar saozon, ar c’hallaoued, met ivez evit an divroidi deut deus broioù pell da werzhañ o nerzh labour amañ e Breizh. Dezhe avat n’eo ket roet an tro d’ober gant o farlant er vuhez foran...N’int ket pinvidik a-walc’h !

 

Ur wezh ouzhpenn, deus peseurt tu emañ ar ouennouleriezh ?

 

O c’hortoz, emaomp o vont da restoliñ d’an aotroù is-prefed ar botoù koad a veze lakaet tro-dro gouzoug hon tud kozh pa vezent paket er skol , d’ober mezh dezhe evit bezañ kaozet hor yezh. Mezh evit o filpouserezh ! Mezh evit o zismegañs e kenver ar vretoned n’int ket pinvidik a-walc’h evit ma vefe tu dezhe ober gant o yezh er vuhez foran !

Gant kannadig an aotroù LeBreton e c’hellfemp torchañ hor revr, siwazh eo re lufrus ar paper, setu ma vo roet en dro da vestr Claudy LeBreton, dezhañ d’ober diouzh e c’hoant gant an tammoù paper se. Fourrañ tan enne da skouer ! »

 

 Traduction  (sommaire de la prise de parole ):

A-Stroll (Ensemble pour le Trégor-Goelo) traduction

 

Tout d’abord nous tenions à vous remercier d’être venus aujourd’hui.

 

Si nous sommes rassemblés aujourd’hui devant un bâtiment officiel français ce n’est pas pour demander des miettes, demander la charité, s’agenouiller ou ramper devant l’état qui a commencé à notre langue depuis tant de siècles.

 

Il y a toujours eu des Bretons  pour faire entendre leurs voix ; pour que notre langue vivent malgré tout, pour créer des outils revendicatifs, pour que notre langue soit parlée, entendue, écrite, et enseignée. Nous sommes habitués à l’attitude de l’état qui s’autoproclame « champions du monde des droits de l’homme »et qui nous refuse des droits linguistiques élémentaires, droits reconnus à de nombreux autres peuples en Europe.

 

Si nous sommes rassemblés aujourd’hui c’est pour montrer que nous refusons l’hypocrisie de l’état français qui refuse de donner à la langue Bretonne accès à la vie publique en raison de la constitution française et de son article 2. Accès refusé aussi pour la langue des Corses, des Occitans, des Basques, des Alsaciens…etc pour les mêmes raisons.

 

 

Mais si il n’y avait que ce problème ? Mais chaque année on remet en cause le peu d’acquis que nous avons obtenus parfois après des années de lutte.

 Souvenons nous des tentatives pour virer la langue Bretonne des lycées et collèges. Souvenons nous de la lutte des parents du collège de Belle Ile en Terre il y a un mois pour que soit respectés les promesses effectuées sur la filière bilingue. L’avenir des écoles Diwan reste incertain. La langue Bretonne a été exclue de l’université de Nantes comme discipline.

 

Lorsque l’on a modifié la constitution française et son article 2 c’était paraît-il pour protéger le français de l’influence de l’anglais….

Que signifie officialiser une langue ? Seulement lui donner les outils juridiques et institutionnels pour survivre, vivre en étant égal aux autres.

Ce droit est accordés aux anglophones venus ici achetés des maisons  par la sous-préfecture de Guingamp. Cela est justifié  par le sous préfet en raison du fait que les britanniques constitueraient une richesse pour le centre Bretagne.

Cela n’est pas notre analyse. La montée des prix de l’immobilier met les jeunes Bretons devant des difficultés pour se loger , c’est le premier effet de l’arrivée massive de riches acheteurs français ou anglais. Nous avons fait connaître notre point de vue sur ce problème et nous continuerons. Ils existent des solutions pour maîtriser les prix du marché, mais les élus n’ont pas l’air trop inquiet avec cela.

Mais il y a pire ! Des élus comme Claudy Le Breton président du conseil général des cotes d’armor  ose pousser les communes à mettre de l’anglais dans les bulletins municipaux. Nous avons beau chercher la place de la langue Bretonne est bien réduite dans ces publications. Et il n’y pas de langue Bretonne dans celui du conseil général.

Claudy Le Breton n’a pas l’air beaucoup gêné par cette différence de traitement.

Les élus du coin toujours prêt à nous parler de leur amour pour la langue Bretonne n’ont pas osés critiquer leurs maitre de Saint Brieuc ou de la sous-préfecture.

C’est vrai le conseil régional a voté à l’unanimité un projet de politique linguistique. Sur le terrain cela nous donne des arguments en plus pour démontrer que les Bretons aiment leurs langue  et pour qu’elle soit respectée tout comme nous. Cela n’est pas le cas à la sous préfecture et au conseil général.

Les militants culturels ont l’air sous le charme des promesses du conseil régional de Rennes. Ils ne sont pas assez nombreux aujourd’hui avec nous pour dénoncer l’hypocrisie de l’état. Il faut changer d’attitude ! Il faut retrouver le chemin de la lutte !

Nous sommes surs qu’il  y a parmi les français et les Britanniques venus en Bretagne des gens qui trouvent injuste l’attitude de l’état à notre endroit, qu’attendent ils pour venir nous rejoindre ?

Nous ne demandons pas de privilège mais l’égalité ! Les mêmes droits pour tous !

Pour les Bretons, les Anglais, les français, mais aussi pour les immigrés venus de loin pour vendre leurs force de travail en Bretagne . A eux on ne donne pas le droit d’utiliser leurs langue dans la vie publique…Ils ne sont pas assez riches ! Une fois encore, qui sont les xénophobes ?

En attendant, nous allons remettre au sous-préfet les sabots que l’ont accrochaient au cou de nos grands parents quand à l’école ils étaient surpris à parler notre langue. La honte c’est pour les hypocrites ! Honte pour leurs mépris des Bretons qui ne sont pas assez riches pour que l’on octroie le droit d’utiliser leur langue dans la vie publique. 

 

Par treger-goelou - Publié dans : a-stroll
Ecrire un commentaire - Voir les commentaires - Recommander
Retour à l'accueil

Calendrier

Novembre 2009
L M M J V S D
            1
2 3 4 5 6 7 8
9 10 11 12 13 14 15
16 17 18 19 20 21 22
23 24 25 26 27 28 29
30            
<< < > >>

Recherche

Créer un blog sur over-blog.com - Contact - C.G.U. - Rémunération en droits d'auteur - Signaler un abus